Rechercher dans ce blog/klask un dra bennak er blog-man

Chargement...

jeudi 10 novembre 2011

keloù kanv

Marv eo Andrea Barillec.

Un eil vamm eo bet evidon pa oan krog da zeskin ar brezhoneg c'hoant ganin mont betek penn.
Kas a rae kentelioù brezhonag ba Konk pa oa echu gant re skol Diwan Tregon.
Lennet oa levrioù dedennus met enoeus un tamm anezhe a wechou. Klask a rae testennoù gant ul liv vrav a vrezhoneg, leun a gerioù nevez evidomp.
Evit frealzin ac'hanomp en deus asantet ober sketchoù, ha goude c'hoariva, a setu penaos eo bet krouet Strollad Forst Fouenn, araok ma oa debret (hep ober drouk dezhi, koulskoude) gant ar gevredigezh Dorn ha dorn nevez ganet.
Kenavo dit Andrea ha trugarez evit da galon aour, da sikour paset ha da sikour dazont, eus an nenvoù.

istor farsus

Ma genlabourezh en deus digaset d'al labour un dra nevez evit lakaat an dour da virvi.
Koulskoude un all a zo dipitet un tamm anezhi:
"Gwel a ran , lar he, n'out ket Breizadez evit gwir... a hend all pije ket prenet ur benveg a ra te fall dit!"

lundi 29 novembre 2010

lundi 4 octobre 2010

ur strollad nevez eus kervredigezh Robin an touenoù ba' Tregon

Goude an emvod er C'hak d'ar 15 a viz gwengolo e bet rakjedet krouin un strollad lec'hel eus Robin des toits e Tregon evit kizidikaat an aotroù Maer hag ar C'huzul meur war kudennoù yec'hed a teu da heul ar peulioù pellgomz, skinwel hag ar wimax.
Ar re o deus un testeni a c'hell skrivan da robindestoitstregunc@gmail.com pe kas ur gemenadenn d'ar blog robindestoitstregunc.blogspot.com pe c'hoazh goulenn da vout mignon d'ar bajenn facebook.

samedi 18 septembre 2010

ar gwagennoù fall

Rakjedet e vez gant an Departamant skignan internet gant gwagennoù ouzhpenn 3,5 Gigahertz digant 59 peul a gaso skinoù betek 50km war dro ar rannvroioù "gwenn" lec'h ne vez ket resevet an ADSL. Ret eo gouzout eo fall put an doare se evit ar boudoù bev. Ret eo deoc'h larout ho sonj war pennarbednumerique.fr ha goulenn titouroù all diganin (e galleg hag e saozneg) da robindestoitstregunc@gmail.com. Trugarez

mercredi 21 avril 2010

Kyte ur seurt iMovie en linenn

Kyte a skign ac'hanoc'h buan ha buan:

Klevet meus komz gant Veronica Belmont eus Podkast Mahalo daily deus ul lec'hienn a c'hellfe dedennañ ac'hanoc'h.

war lec’hienn www.kyte.com eo ha digoust eo c'hoazh m'ho peus c'hoant, da larout eo tu zo paeañ evit kaout traoù ouzhpenn, evit an embregerezhioù da skwer.

Moien zo deoc'h lakaat skeudennoù, sonioù, filmoù, enrolladennoù video war ar prim en linenn en un taol lagad ha sellout ouzh re ar re all.

Petra nevez a larit c'hwi? Netra en gwirionezh, graet e vez an dra-se gant Youtube, Dailymotion ha Meefedia dija. Ya, nemet e vez naet tre an etrefas e-barzh Kyte, en doare pro Apple, m'ho peus c'hoant, gant kinkladurioù a denn eus danvezioù nobl e-gizh an dir ur groc'hen treuzwelus a en em lak war an traoù n'eus ket tu ober gante pa labour ar meziant, livioù splann gant an orangez ha dous gant ar glaz sklaer.

Ar pezh a zo pouezhusoc'h eo efedusted ar binviji krouiñ.
En tu kleiz d'ar skramm ho peus ikonoù a ziskouezh en un doare anat ar pezh zo moien ober gante: krouiñ un diaporama, postañ skeudennoù, enrollañ ur video en linenn, kargañ ur film graet en araok, postañ ur son. N'ho po nemet tennañ an ikon betek ar skrammig e-kreizh evit ouzhpennañ ho dafar. Ur marzh. Ur wech skrivet an titl ha gwiriekaet, boom, c'hwi zo en linenn.

Goude-se e vo kinniget deoc'h embannañ ho abadenn war lec'hiennoù all ivez, Blogger pe Youtube, pe Facebook, pe Myspace da skwer; eizh choazh z'eus etre tout evit poent.
Tu vo deoc'h ivez ouzhpennañ ho krouidigezh war forzh peseurt lec'hienn pe blog ho po graet en ur kopiañ un tamm programm graet gant Kyte war an taol hag en ur pegañ anezhañ goude war ho lec'hienn. Linennoù HTML eo, neuze e vo ret deoc'h mont e-barzh en doare kemmañ, da larout eo éditer e galleg.

Zoho notebook - iMovie

Zoho notebook hag iMovie:

Salut tout an dud. Hiziv em eus c’hoant da gozeal deoc’h eus daoù dra c’hoazh.
Kavet meus war ar rouedad ul lec’hienn dedennus all hag implijet meus evit gwir meziant Apple iMovie.

Da grediñ ganti Zoho notebook war www.zoho.com. Ur notebook krenvoc’h eget hini Google eo. Gouest eo da rannañ titouroù gant hini pe hini eus meziantoù en linenn zoho, da laret eo ar program skrivañ, an taolenn jediñ, ar raktreser, ar wiki, an diazez titouroù hag all. Digoust eo ivez. aes tre eo stagañ un teuliad graet gant zoho sheets (an taolennoù jediñ), pe gant zoho writer (an testennoù) da skwer. Deoc’h da choaz ma vint lakaet tal ouzh tal er memes pajenn pe pep hini war e balenn dezhañ. Neuze tu zo d’ober tamm pe damm ar memestra eget gant ar meziant en linenn all anvet creative pro office em boa komzet diwar e benn n’eus ket pell zo, da laret eo heuliañ ur raktres en ur stagañ ouzh ho “book” tout ar fichennaouegoù a denn dioutañ war ho pladenn kalet pe war ho rouedad embregerezh. Tu zo da eskemmañ al levr se en e bezh pe tra-mañ tra deusoutañ en ul lakaat chomlec’h mail re ho skipailh hag en ur larout d’ar program ma vint gouest da chench tra-mañ tra pe nemet da lenn anezho. Moien ez eus ouzhpenn da chatiñ gant ar re se ma z’int en linenn er memes mare ganeoc’h.

Peogwir ne oan ket gouest da lakaat film ma fodkast diwezhañ war Kaouenn.net na war universpodcast rak e oa re vraz (dindan 90 Mega eo dov dezhañ bezañ evit kaouenn.net ha dindan 100 evit universpodcast), setu on bet war iMovie da zellout ma oa tu da vihanaat anezhañ hag ur burzhud zo erruet: deut eo da vezañ nemet 8,4 mega ponner, pezh zo zouesus peogwir meus ouzhpennet ur son digeriñ hag un efed video er penn kentañ goude bezañ bet o tennañ an trouz em boa graet gant ma folennoù. Er penn kentañ e oa 222 Mega ar fichennaoueg Avi deut maez eus ma venveg skeudenniñ.Bremañ eo aes tre din lakaat ma fodkastoù video en linenn.
Penaos en deus graet iMovie evit ober an dra se? En un treiñ ar fichennaoueg er stumm iMovie evit chench traoù zo, hag ur wech echuet ganin en un treiñ anezhañ endro met en ar stumm “mov” a vez implijet gant Quicktime. Ouzhpennet meus ar choaz “bihanaet evit implij war ar rouedad d’ar red”, ha mad pell zo.
Evit cheñch ho film a orin e vez graet un tammig e-giz gant Garageband, meziant podkastiñ Apple, da laret eo tu zo da droc’hañ traoù kuit ha da adstagañ an tammoù; tu zo ouzhpennañ roudoù evit lakaat “jingles” pe trouzioù pe ur sonerezh fons; tu zo krenvaat son-mañ son, ouzhpennañ efedoù e-giz ar “fondu enchaîné” mil vrudet, pe efedoù a denn eus un diaporama pe efedoù sinema. Ur wech graet ho meskaj ganeoc’h po aon un tamm peogwir e pouezho ho labour ouzhpenn ur Giga evit pemp munutenn a film, met e-giz meus laret deoc’h tuchantig, tout an traoù a echuo mad a benn ar fin.

Webnoz hag an TVou breizhat all

Webnoz hag an TeVeou all

Hag en peus klevet preg un tamm eus ar chadenn Brezoweb hag en deus graet tro dro tregont nozvezh dija.
Ur blijadur eo d'he sellout memes ma pad un tammig hir bewech. Ur spont eo gwellout n'eo ket gouest ar servij foran da sevel abadennou ken bev buhezek.
Kavet e vez ar webnoziou war lec'hienn brezhoweb, hini armortv hag hini surlaplace.tv.
Savet int en un doare magazin en ur lakaat unan goude eben mareou diviz, kanaouennou ha reportachou.
Dibabet eo bet gant Lionel BUANNIC, kazetennour meur an abadenn, chench lec'h bewech, sur awalac'h evit nompas kreizennan ar chadenn e-giz m'eman ar re all.
Lionel BUANNIC a oa penn gazetenner en TV Breizh araok ha marteze en deus kavet e oa diaesoc'h tapout an dud dre an Oriant eget en ur mont daveto.
Un tammig «provo» e-giz e vez laret e galleg eo ar paotr met lak a ra ar pouezh war an traou diaesan evit klask diskoulman un tammig ar c'hudennou se.
Troet eo ivez war an traou a vreman kentoc'h ha sur mat en deus c'hoant e vefe kollet gant ar vretoned memes ar sonj eus an dispriz oa bet war o sevenadur.
War dachenn ar skinwell ez eus un nebeut traou nevez all memestra.
An tour tan oa an hini kentan, en ur skignan ar cyberfestnoz hag arvestou sevenadurel pouezhus.
An hini kentan tout oa TVBreizh eveljust, met skignan a re war al loariell surtout.
Breman ez eus ivez abadennou Surla place TV, met ar re se a zo e galleg, e-giz re Armor TV hag en deus keleier boutin reoliek. Bez ez eus erfin, Le Télégramme abaoe 2007, e galleg c'hoazh.
E brezhoneg e vez skignet hervez ar gazetenn hollvrezhoneg Ya, muioc'h eget teir eurvezh hanter a abadennou war dachenn Breizh uhel gant TVrennes35.
Adskignet e vez ganto ar Webounoz, met produet e bet ivez abadennou yaouank o spered e-giz Strak e lerc'h div blac'h a rae un tro Breizh evit kinnig deoc'h an traou ez eus moien ober e kêr-man-kêr graet gant Kalanna. Ur seurt Taratata e brezhoneg,urban Breizh hec'h anv, a vez graet ivez war dachenn ar krouin e Breizh a fed sonerezh. Ha 'benn ar fin e vez skignet ganto ar sitcom graet gant skipailhou Dizale, Pois chiche ha Pik achu, hec'h anv «Leurenn Breizh».
Kavet e vez Tvrennes35, evit ar re ne chomont ket en Il ha Gwilenn, war lec'hienn www.tvrennes35.org.

Netvibes vibrations

Traoù nevez gant Netvibes:
 Aet on skuizh da gaout div bajenn dastum gant ma web 2.0: iGoogle ha Netvibes, neuze, peogwir Netvibes a zo ul lec'hienn gall gant muioc'h a draoù da zastum ha muioc'h a doareoù d'e gemmañ, em eus divizet da chom hep ober gant iGoogle peogwir Netvibes a zo gouest da ginnig din ma gont Gmail ha ma agenda Google memestra.
Hag en ur ober un droig war widjetoù nevez Netvibes em eus merzet ez eus bremañ eus ur widjet Zoho.
 Lavarout a ran endro deoc'h evit ar re ne heuliont ket mat ma fodkast, eo Zoho ur kevezour digoust da Microsoft office en linenn, ha muioc'h c'hoazh peogwir e plij din: ur wiki anvet notebook ez eus, gwelloc'h eget hini Google, hag ur krouer "bases de donées" e-giz ma vez lavaret e galleg.
 Ha neuze, peogwir em oa dija Google docs war Netvibes, em eus bremañ ma holl fichennaouegoù ar bloaz e-kichen ma logodenn.
 Na aes an traoù ma ya an teknik war an tu mat!
 Ar pal moa c'hoant da dizout a oa kaout nebeutoc'h a traoù digor er memes mare war ma skramm hag ouzhpenn se eo deut simploc'h ma labour furchal ha krouiñ testennoù ha taolennoù nevez war stum reoù kozh.
 Ret eo din displegan un tammig ivez perak em eus lakaet ma fodkastoù war ul lec'hienn ouzhpenn.
 Talkshoe.com, an hini kentañ ne oa ket gouest da gemer ar fichennaouegoù er stum mp4, na Kaouenn.net kennebeut ha kouskoude oa laret gant an hini diwezhañ e oa posubl hen ober.
 Perak lakaat ma enrolladennoù er stum se?
 Peogwir en doare mp4 ez eus moien da ouzhpennañ skeudennoù al lec'hiennoù hag ar meziantoù a komzan diwar o penn, ar pezh a zo pouezhus memestra evit en em rentañ kont eus ar pezh eo hag o anavezout goude-se.
 Ha muioc'h c'hoazh ez eus tu deoc'h heuliañ al liamm en traoñ d'ar skeudenn evit mont war al lec'hienn internet a ginnig ar meziant, pe an traoù all em eus c'hoant da eskemmañ ganeoc'h.
 Tout se evit lavarout deoc'h em eus kavet ar "provider" koul-se a zo universpodcast.com e anv bennozh doue d'ar breizhat Lulumac hag en deus graet bruderezh evito en ur podcast mp4 war iProdweb.com.

Tout en un tamm war ar web: Creative pro office

TOUT EN UN TAMM WAR AR WEB

  E touez widjetou Netvibes on kouezet war ur berlezenn gwirion. Gwelloc'h

 c'hoazh   eget voo2do e komzan diwar e benn e lec'h all. Gant ar

 meziant en  linenn-man ho po tro da grouin raktresou a stumo ho labour. Moien

 vo deoc'h  liamman tud ho skipailh d'ar raktres se en ur enrollan ho anv, rakanv,

 mel ha live  (merour, rener, implijiad, sikour e-maez d'ho strollad. Tu vo deoc'h

 ivez dastum tout  ar fichennaouegou o c'hortoz a bep tu d'ho urzhiataer evit

 bezan urzhiet en un  doare efedus hag a denn eus ar raktres. N'eo ket tout

 avat. Peogwir o peus meur a  raktres tu vo deoc'h gouzout pegeit e pado ho

 labour war raktres - man raktres gant  ur c'hrono. Enrollet vo an amzer se e-giz

 po c'hoant, dre raktres pe dre an traou   d'ober e-barzh ho raktresou. Moien zeus

 ivez d'enrollan an dud a zo pouezhus evit  ar raktres er maez eus ho skipailh,

 embregerezhiou, arbennigourien, advokaded  hag all. A benn ar fin ho po tro

 ivez da zerc'hel sonj eus ho tispigniou, da brientin  fakturennou ha moullan anezhe

 atav e-barzh "dashbord" ho raktres, da laret eo ho  taolenn bourzh.  Komzet

 meus deoc'h eus Netvibes er penn kenta. War  www.netvibes.com e kavi

 anezhan. Ret eo koumananti, met digoust eo. Petra eo?  Ar pouezhusan eo e

 gwirionezh. Un doare da grouin ur burev en linenn gant ar   pezh a zo pouezhus

 evidoc'h ha ket gant ar memes hini eget forzh piv. Penaos e vez  graet an

 traou? Gant programmou bihan a gemer nemet un navedenn eus ar  skramm en

 un derc'hel nemet ar pep pouezhusan eus an titourou. Peurliesan e vi   henchet pa

 vo pouezhus kaout muioc'h a blas, betek lec'hienn a orin ar meziant pe   ur

 bajenn vraz ispisial. Ar programmou bihan se a vezont anvet widjetou. Tu zo da

   gaout kantadou anezho skrivet e javaskript pe php, pe ajax, a gerzh founus tre.

   Google en deus e re war pajenn dastum iGoogle, Apple ivez war e dashboard

  urzhiataer. E-touez an traou pouezhusan eus ar pezh a vez anvet ar web 2.0 int.